• Aozer : Yann-Baol AN NOALLEG
  • Al levr : 2006 – 3, 232 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-64-2
  • Priz : 23,00 €

E div yezh : brezhoneg – galleg, galleg - brezhoneg

Diazezet eo Geriadur ar Fizik war al labourioù renet abaoe pemont vloaz, dreist holl :

  • kentelioù Strollad an Deskadurezh Eil Derez (S.A.D.E.D.), skol dre lizher a arc’hwelas etre 1962 ha 1974,
  • ar studiadennoù niverus embannet er steudad Lavar abaoe 1966,
  • al levrioù deuet e gouloù goude 1995 evel Geriadur ar Jedoniezh, Geriadur ar Stlenneg pe diembann evel Geriadur ar Vezekniezh,
  • an trevell gwastadour sevenet gant ar gelaouenn etrevroadel SKIANT etre ar bloavezhioù 1996 ha 1999, o tiskouez barregezhioù ar brezhoneg war dachennoù liesseurt ar ouezoniezh kempred.

Korvo hon eus gounezet ivez gant oberennoù kevatal alamanek, gallek, iwerzhonek, kembraek ha saoznek.

Heuliet hon eus patrom Geriadur ar Jedoniezh, eleze ne roomp ket despizadur an termenoù ; gwell eo bet ganimp degas skouerioù er rann Brezhoneg-Galleg war-benn kinnig an hanc’herioù en o c’hem­perzh : dav oa talañ da gentañ penn ouzh an ezhommoù mallusañ. Diwezhatoc’h, pa vo lusket da vat an deskerezh dre ar brezhoneg, e vo poent a-walc’h soñjal en ur geriadur klokoc’h.

Evel m’emañ, Geriadur ar Fizik a ginnig peadra da vastañ da ezhommoù o vont adalek al live izelañ betek ar Skol veur hag ar skolioù ijinourion.

4750 enmoned a ya d’ober Geriadur ar Fizik.