Nouvelle étude sur le Barzhaz-Breizh

Publication : jeudi 18 juillet 2013

En trois cahiers parus de 1959 à 1962, Preder publiait les notes préparatoires des cours de littérature et philologie que donna Fañch Elies Abeozen à la Skol Uhel Emil Ernod.
Ces notes retrouvées par leur auteur, probablement incomplètes, portent sur 16 des 56 chants qui composent la première partie de l'édition définitive du Barzhaz-Breizh.

La réédition que présente aujourd'hui Preder reprend fidèlement le texte d'Abeozen, l'éditeur s'étant toutefois réservé le droit de parfaire l'unification des graphies, encore hésitante en 1941, et aussi de substituer au vocabulaire grammatical de l'époque la terminologie utilisée aujourd'hui par les étudiants.

A l'époque de la première édition, les conclusions décisives des recherches d'un Donatien Laurent n'avaient pas encore dissipé les dernières fumées de la guerre de cent ans menée contre le Barzhaz-Breizh. En est d'autant plus précieuse l'explication par Abeozen de ce grand poème venu à l'aube du breton moderne.
Dans un souci de symétrie avec la préface de Per Denez, nous avons placé en fin d'ouvrage un article écrit par Jakez Riou en 1929 pour le Courrier du Finistère.

 

Nevez embannet

En eil embannadur-mañ ez adkaver notennoù prientiñ ar c'hentelioù lizheregouriezh a roas Abeozen war ar Barzhaz-Breizh e Skol-Uhel Emil Ernod Roazhon e 1941.

Daou boent da gentañ a-zivout ar c'hentelioù o unan :

— da zanvez o deus 16 kanaouenn hepken diwar ar 56 a ya d'ober lodenn gentañ ar Barzhaz-Breizh ;

— urzh ar c'hanaouennoù studiet gant Abeozen n'eo ket an hini a roe dezho Kervarker en e levr.

Adkemeret hon eus holl destennoù an tri c'haier deuet e gouloù gant Preder etre 1959 ha 1961. Fealañ gwellañ omp chomet da destenn Abeozen —nemet war ur poent : evit mad studierion hon amzer, ouzh hanc'herieg dispredet an termenoù gramadegel hon eus erlec'hiet an termenoù a veizont.

Moarvat eo aet istorel hiziv ar c'habaduilh a bade abaoe ur c'hantved en dro d'ar Barzhaz-Breizh — klozet ma voe bennozh d'ar sklerijenn taolet warnañ gant imbourc'hioù pervezh hag onest Donatien Laurent. Seul briziusoc'h a se e chom ar studi pizh, gwerzenn ha gwerzenn, renet gant Abeozen war ar barzhonegoù eskoret e gweur ar brezhoneg kempred.

A-gemparzh d'ar C'hentskrid aozet gant Per Denez evit an embannadur kentañ, hon eus ouzhpennet un Dianskrid a zo ar pennad a skrivas Jakez Riou a-zivout ar Barzhaz-Breizh end-eeun e 1929 war Le Courrier du Finistère.

Al levr, 256 p., 15,5 X 22 cm , 21 ¤ ISBN 978-2-901383-75-8