br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


démodulationdemodulationdic'houluzañ

  1. Araezad o talvout da eztennañ un arhent eus ar wagenn douger gouluzet gantañ.

    Kalvezderioù an dic'houluzañ zo e dalc'h rizh ar gouluzañ :

    1. Mard eo bet gouluzet an arhent dre an heled, ez eus daou ziskoulm :

    ~ an dic'houluzañ kevanlen , anezhañ genel en dic'houluzer un arhent a un talm hag a un koulz gant an dougerenn, liesaat an kez arhent dre an arhent paket, pezh a ro an tu da eztennañ an heuliad roadennoù ;

    ~ an dic'houluzañ amspinat na c'houl ket genel un adarhent en dic'houluzer, met dazverañ an arhent paket : e untuaat, e levnaat war-benn digej an amspinenn.

  2. Mard eo bet gouluzet an arhent dre an talm, e vez a-walc'h kontañ, en arroudoù ma'z eo an talm arstalek, pet gwech ez a an heled da vann ha keñveriañ gant an arroudoù ma argemm an talm evit diansavelañ an arhent orin.

    3. Mard eo bet gouluzet an arhent dre ar c'houlz, ez eo a-walc'h dinoiñ ar poentoù ma'z a an heled da vann hep kemmañ arouez.

    Mard eo didro pennaenn an dic'houluzañ, ez eo kemplezh an engwezhiañ anezhañ. Etre skoilhoù all, e ranker derc'hel stad eus an torgammerezh hag an trouz o tistummañ an arhent.

Sl. [modulation]