Dictionnaire de l'informatique
dessin assisté par ordinateur ◊ computer aided drafting ◊ tresañ ameilet dre urzhiataer
Reizhiad tresañ ma vez al linennañ divrazet hepken gant an tresour, al linennad disoc'h o vezañ kaset da benn diwar-bouez an urzhiataer ameilañ, peurliesañ er mod etrewezhiat.
Amkan an tresañ ameilet dre urzhiataer eo genel, haneilañ, daskemmañ, hizivaat steuñvoù. E lankerezh niverel ar benvegijinennoù, e c'hoarvez dave diazez ar gouleviñ eus ar steuñv pourchaset gant ar burev studi. An kez steuñv ned eo ket un diskeud hep-mui, disoc'h a ra diwar gevrikadurioù niverus, ur maladur ez eo goude ur bern re all. Reizh eo enta e ve emgefreekaet seurt labour eilsammañ, dreist-holl pa ouzer ez a d'ober ar 70% eus trevell ar burev studi.