Dictionnaire de psychanalyse
Accomplissement de désir. ◊ Wunscherfüllung. ◊ wish-fulfilment. ◊ c’hoantleuniadur.
Furmadur bred en em gav drezañ leuniet ar c’hoant, hep perzh kemeret gant an draelezh. Dave a reer amañ da arlakadenn an hunvre, poent-loc’hañ ar bredelfennerezh : “An hunvre zo ur c’hoantleuniadur”. “N’eo ket hepken an hunvre a zo ur c’hoantleuniadur, hogen ivez ar barrad darfell. Dik eo evit an azon darfell ha moarvat ivez evit an holl zevoudoù neurozel.”
Da notañ eo ez arouez Freud ar c’heal-mañ dre ur pennanv arveradus gant an niveriñ : “en endalc’hed enkelat an hunvre-mañ-hunvre e kaver daou c’hoantleuniadur, h.a.”. Intent a ra, ouzhpenn un arc’hwel eus an hunvre, ul luniad gouest da vont e kenaoz gant re all. Er c’hemeradur-se e teu koulz lavarout kenster da eriunell.
Diziouerus eo an arver pennanvel-se pa ouzer n’eo nepred ur c’hoant a vez leuniet gant dedaoladoù an diemouez : c’hoarvezout a ra pep hini anezho eus disoc’h ur c’henniñv pe un treuzvarc’had. “Ne ziwan un azon darfell nemet pa zeu daou c’hoantleuniadur enebek, pep hini andoniet en ur reizhiad vred disheñvel, da gaout an un eztaol” (Die Traumdeutung).