br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Psychonévrose.Neuropsychose.psychoneurosis, neuro-psychosis.psikoneuroz, neuropsikoz.

Termen arveret gant Freud evit doareañ, a-gevenep d’an neurozioù bremanek, ar bredanaezioù a zo o azonoù an eztaol argelel eus kenniñvoù ar bugelvezh, eleze an neurozioù treuzdoug hag an neurozioù narkisek.

Hiziv ez eo bet dilezet an arver er ster freudek eus an termenoù psikoneuroz ha neuropsikoz. Aozerion ’zo a venn ober gant psikoneuroz da aroueziñ neurozioù grevus o wiskañ neuzioù ’zo eus ar psikoz.