Dictionnaire de psychanalyse
Psychose. ◊ Psychose. ◊ psychosis. ◊ psikoz.
1° Er c’hlinik bredvezegel e vez roet da geal ar psikoz un erdal ledan kenan, ken ma kaver dindan an anv-se ur skalfad kleñvedoù, pe a orin organel evel an envedi beluzel, pe a zo dianav c’hoazh o arbennelezh evel ar skizofreniezh.
2° Er bredelfennerezh ez eo disheñvel an diarsell, pa na bleder nemet gant an anaezioù a imbourc’her dre an elfennañ. Er vaezienn strishoc’h-se e tiforc’her ar c’hleñvedoù diwar-bouez an tri blein : troziadezh, neuroz ha psikoz.
E-barzh ar rumm-mañ diwezhañ en deus ar bredelfennerezh termenet luniadoù diseurt : paranoia (en e stern an anaezioù ambreel) ha skrizofreniezh diouzh un tu, diouzh an tu all melankoliezh ha mania. Penndezverk ar psikozioù zo, hervez arlakadenn ar bredelfennerezh, da gavout gant ur strafuilh kentael eus an darempred libidinel ouzh an draelezh, an darnvuiañ eus an azonoù (ar steuñvadurioù ambreek pergen) o vezañ strivadoù eilvedel da adsavelañ al liamm ouzh ergerc’henn.
Deraouiñ a ra hanez an termen psikoz en 19t kantved pa voe ezhomm diforc’hiñ ar c’hleñvedoù bred war un dro diouzh kleñvedoù an empenn ha diouzh ar pezh a selled, hervez an hengoun kravezel ha prederel, evel “kleñvedoù an ene”, ar pec’hed hag ar fazi. E dibenn an 19t kantved eo e voe kevenebet psikoz ha neuroz, an neuroz o vezañ intentet evel kleñved arc’hwelel an nervennoù hep anaf dinoadus, ar psikoz o c’hoarvezout a strafuilhoù spered (ar psikozeion o vezañ prederiet gant ar mezeg alienour ha kaset d’an azil). Hiziv, daoust m’emañ an holl aozerion a-genglev evit a sell dispartiañ neurozioù ha psikozioù, e chom alies dispis dezrevell an diforc’hioù etre an daou rumm. En termenadurioù boutin ez ardaoler d’ar psikoz doareoù evel grevusted ar strafuilhoù, an divarregezh da emazasaat ouzh ar gedvuhez, an direizhoù er c’hehentiñ, an anemskiant ouzh ar c’hlañvadur, digomprenadusted ar strafuilhoù, h.a. Dav eo anzav n’eus ket kempoell bras etre an doareoù-se hag, ouzhpenn se, ned eo hini anezho dezverkus.
A-hed e remzad eo bet Freud prederiet da zigemmañ ar psikoz hag an neuroz.
1) En e skridoù kentañ e klask diskouez e vez ar c’henniñv difenn, dizoloet en neurozioù, o werediñ ivez e psikozioù ’zo ; hogen, war un dro, e spisa ar gwikefreoù a vez, er psikoz, o treuzfurmiñ darempred ar gouzrec’h ouzh an diavaez : an hepkaelañ (Verwerfung), a zo un teurel kuit e-maez an emouezañ.
2) E stern arlakadenn gentañ ar benvegad bred hag al luzadoù, ez adstign ar gudenn e diarsell an annodiñ libido hag an annodiñ luzadoù ar me. Seurt durc’hadur a rae meiz war stadadennoù ar c’hlinik a ziskouez, mar greer gant keal “koll an draelezh”, e ranker bepred deznadiñ ha degemer arlivioù.
3) En eil arlakadenn ar benvegad bred, ar gevenebiezh neuroz-psikoz a lak e penn-kont savlec’h ar me etre ar se hag an draelezh. En neuroz, ar me, o plegañ da rediezhoù an draelezh (ha da zarvennoù an dreistme) a arvoustr an diarc’hoù luzadel ; er psikoz, e c’hoarvez da gentañ un torr etre me ha traelezh o lezel ar me dindan hol ar se ; en un eil lankad, hini an ambren, ez adsavfe ar me un erlec’hiad d’an draelezh diouzh c’hoantoù ar se.
4) En tennad diwezhañ eus e remzad, edo Freud o klask ur wikefre orinel o tisplegañ hepkaeladur ar werc’helezh trael pe, kentoc’h, ur werc’helezh dibarek, ar spazhadur — alese keal ar gourzhodiñ, an ezkantvout.