br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Psychothérapie.Psychotherapie.psychotherapy.bredkurañ.

A) Ent ledan, nep hentenn da brederiañ an direizhoù bred pe kreud o vont dre araezioù bredel pe, resisoc’h, o tennañ splet eus an darempred etre kurer ha klañvour : an teogiñ, ar goudreiñ, an azgouestaat bred, an darboellañ, h.a. Er ster-se, ar bredelfennañ zo ur furm eus ar bredkurañ.

B) Strishoc’h, e keveneber ar bredelfennerezh ouzh furmoù all ar bredkurerezh, dre veur a abeg : pa’z eo ar bredelfennerezh dreist pep tra dieulerezh ar c’henniñv diemouez, elfennadur an treuzdoug o vezañ an hent d’e ziskoulmañ.

C) “Bredkurañ elfennadel” a reer eus ur furm a vredkurerezh o harpañ war bennaennoù damkanel ha kalvezel ar bredelfennerezh hep gwiskañ koulskoude doareoù ar gur elfennadel rik.

Ouzhpenn bredkurerezh g. hag an deveradoù boas e c’haller, evit aroueziñ un embregadenn vredkurañ, arverañ bredkur b., bredkuradenn. Ar bredkurer (Gl. psychothérapeute ; Al. Psychotherapeut ; Sz. psychotherapist) eo an hini a ren ar vredkur ; ar bredkuradour ar gouziviad ; bredkuradel (Gl. psychothérapique ; Al. psychotherapeutisch ; Sz. psychotherapeutic) eo pezh a denn d’ar bredkurañ. Diouzh ezhomm e reer gant Br. psikoterapiezh hag e zeveradoù : psikoterapeut g.ls. :-ed, psikoterapek, h.a.