br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Pulsion.Trieb.instinct, drive.luzad g.

Argerzh dialuskel o c’hoarvezout eus ur bount (bec’hiad gremm, gwereder-loc’hañ) a ra d’ar bevedeg skeiñ etrezek ur pal. Hervez Freud, ul luzad zo dezhañ da andon ur broudadur korf (stad tennder) ; e bal eo lemel ar stad tennder a zo en e andon ; dre an ergerc’henn eo e c’hell diraez ar pal.

Dinaouiñ a ra keal al luzad diouzh ar gevenebiezh etre ar broudadoù diavaez a c’hell ar gouzrec’h parraat outo hag andonioù diabarzh o pourchas ur strummad broud nad eo ket ar bevedeg evit tec’hout dioutañ hag a ro lusk da arc’hwelerezh ar bred.

Freud a gendaolas da ziskar ar gredenn voutin ez eus d’ar revelezh ur pal hag un ergerc’henn spesadek ouzh he bevennañ da arc’hwelerezh ar benvegad-genel. Diskouez a reas ez eo deberzhek pal hag ergerc’henn al luzad, desavelet ma vezont diouzh darvezadurezh hanvoud ar gouzrec’h.

Ur gudenn all, na voe Freud evit reiñ respont fraezh ebet dezhi, eo houmañ : penaos savlec’hiañ al luzad er bevedeg, evel nerzh kreudel pe gremm bredel ? “Termenet eo al luzad evel ur meizad argefin etre bredelezh ha kreudelezh.” Degas a ra ivez keal al leuriad kaset gant ar greudelezh e-barzh ar bred, — hogen, hervez ar mareoù, e ra eus al leuriad-se pe un derc’had pe al luzad e-unan.

Daouelour e chom arlakadenn freudek al luzad. Ar gentañ daouelezh deskrivet e voe hini al luzadoù revel hag al luzadoù meel (pe luzadoù-emgemmirout), al luzadoù revel o’n em zistagañ diouzh al luzadoù-emgemmirout ma c’houskorent da gentañ ; alese ur c’henniñv, ar me o kavout el luzadoù-emgemmirout ar gremm ret da stourm ouzh dañjer ar revelezh. E-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), e ra Freud anv eus un daouelezh all o kevenebiñ al luzadoù a vuhez hag al luzadoù a varv. War fin e vuhez, e teue da sellout an daou rizh bras a luzadoù nebeutoc’h evel luskedoù fetis eus arc’hwelerezh ar bevedeg eget evel pennaennoù-diazez oc’h ober meiz war hanvoud mab-den, evel ma tiskouez an arroud brudet-mañ a skrivas e 1932 : “Arlakadenn al luzadoù zo koulz lavarout hon gwengelouriezh. Boudoù gwengelek eo al luzadoù, meurdezus en o andesaveladur.” E-se ez adskoulme gant an hengoun, o lakaat a-geñver Eroz ha Tanatoz, an Naon hag an Orged, an Orged hag ar Gal.