br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Pulsion d’emprise.Bemächtigungstrieb.instinct to master, instinct for mastery.luzad-gavaelañ.

Termen arveret a-wechoù gant Freud hep resisted vras. Eno e venn denotañ ul luzad anrevel, oc’h unaniñ gant ar revelezh da-geñver un eil lankad hepken, a zo e bal mestroniañ an ergerc’henn dre nerzh.

E-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), ez arlaka Freud en orin ar grizderi vugel ul luzad-gavaelañ na ve ket da bal dezhañ en derou gouzañvder an amgen, hepken na rafe stad ebet anezhañ (prantad e diagent an druez koulz hag ar sadegezh).

E-barzh Die Disposition zur Zwangneurose (1913), ez eus kel eus al luzad-gavaelañ a-zivout ar bazenn fraezhel-sadek : tra ma’z eo harpet ar c’houzañvadezh gant an erotegezh fraezhel, “emañ an oberiadezh e dalc’h al luzad-gavaelañ er ster ledan, luzad a spisaomp dindan an anv sadegezh p’en kavomp en arempred al luzad revel”.

Gant Jenseits des Lustprinzips (1920) ha degasadenn al luzad a varv e vez dodet disheñvel kudenn ul luzad-gavaelañ spesadek. Freud a zeskriv dedarzh ar sadegezh evel un deveradur etrezek an ergerc’henn eus al luzad a varv a oa buket da gentañ ouzh ar gouzrec’h e-unan. Ne vez mui pouezet war ar gavaelañ, hogen war an distrujañ. Evit ar gavaelañ ne weler mui ennañ ul luzad spesadek : n’eus ken anezhañ nemet ar furm gwisket gant al luzad a varv pa zeu en arempred al luzad revel : “Da-geñver pazenn frammadur genaouel al libido, emañ c’hoazh ar gavaelañ orgedel (Liebesbemächtigung) en arun gant an netraiñ ergerc’henn ; diwezhatoc’h en em zisrann al luzad sadek, hag en dibenn, er bazenn ma vez desezet hol ar c’hanadelezh e sell d’ar gouennañ, ez ensamm an arc’hwel gavaelañ an ergerc’henn revel e kement ma’z eo ret evit kas da benn ar gediadenn revel.”