Dictionnaire de psychanalyse
Pulsions d’auto-conservation. ◊ Selbsterhaltungstriebe. ◊ instincts of self-preservation. ◊ luzadoù-emgemmirout.
Dre an termen-mañ ez arouez Freud teskad an ezhommoù stag ouzh an arc’hwelioù korf ret da gemmirout beved an hinienn. Ar pimpatrom anezho eo an naon.
E stern arlakadenn gentañ al luzadoù emañ al luzadoù-emgemmirout kevenebet ouzh al luzadoù revel. “Ur pouez dibarek zo d’ar gevenebiezh splann etre al luzadoù a dalvez evit ar revelezh, evit diraez ar bliz revel, hag ar re all a zo o fal emgemmirout an hinienn, luzadoù ar me : an holl luzadoù organel a vez o werediñ en hon bred, a c’haller rummañ, hervez gerioù ar barzh, etre Naon hag Orged” (1910). Seurt daouelezh zo dezhi daou arvez : gouskoradur al luzadoù revel gant al luzadoù-emgemmirout, roll devoudus o c’hevenebiezh er c’henniñv bred.
Luzadoù ar me, e kement ma rankont kaout un ergerc’henn drael, a dremen buan eus pennaenn ar bliz da bennaenn an dra, ken ma teuont da vezañ gwerederioù an draelezh ha ma kevenebont ouzh al luzadoù revel, rak ma c’hell ar re-mañ kaout boz er mod eriunellel ha chom pelloc’h amzer dindan ren pennaenn ar bliz. “Un darn vras eus tued ar bred d’an neuroz a zeu diwar goulerc’h al luzad revel d’ober stad eus an draelezh.”
Ret eo merzout c’hoazh ez eo rakfurmet hentoù-diraez al luzadoù-emgemmirout ha savelek an ergerc’henn vozius, tra ma chom deberzhek desezadur hentoù hag ansavelek ergerc’henn al luzadoù revel. Kement-se a ro lec’h da abegiñ arver an termen “luzad” e degouezh an emgemmirout. E gwir, Freud a ra alies evitañ gant Bedürfnis “ezhomm”.
Goude meur a striv da sevel ur rummadur kempoell eus al luzadoù, ez anzave Freud e 1938 : “Ar gevenebiezh etre kemmirout an-unan ha kemmirout ar spesad, koulz hag ar gevenebiezh etre karantez ouzh me ha karantez ouzh ergerc’henn, a chom c’hoazh da savlec’hiañ e diabarzh an Eroz.” Notomp e voe Freud en entremar e 1920 goude savelañ an daouelezh nevez luzadoù a vuhez — luzadoù a varv : da gentañ e renkas al luzadoù-emgemmirout e-touez al luzadoù a varv, o welout enno un erzerc’hadur eus an devoud “ne venn mervel ar bevedeg nemet hervez e zoare”, hogen buan e tilezas ar mennoz-se evit ober anezho luzadoù a vuhez.