br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Pulsions de mort.Todestriebe.death instincts.luzadoù a varv.

E stern arlakadenn diwezhañ al luzadoù, e verk an termen-mañ ur rumm-diazez a luzadoù kevenep d’al luzadoù a vuhez, a zo o fal peurgoazhañ an tennderioù, eleze diren ar bev d’an anvev.

Troet da gentañ ouzh an diabarzh hag o tougen d’an emzistruj, e ve al luzadoù a varv troet a eil lank etrezek an diavaez, o tont neuze erzerc’h evel luzadoù-argadiñ ha -distrujañ.

Degaset e-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), hag arzalc’het betek fin e remzad, keal al luzad a varv zo diazezet war selledoù tebouezek kentoc’h eget war zevoudoù klinikel : “En derou e’m eus kinniget ar meizadurioù-se en amboaz gwelout hepken da belec’h e kasent, hogen, gant ar bloavezhioù, en o deus gounezet kement a hol warnon ma n’on ket mui evit meizañ e doare all.” Chomet eo al luzadoù a varv an hini arzaeletañ eus arlakadennoù Freud e-touez ar vredelfennerion.