br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Quantum d’affect.Affektbetrag.quota of affect.pegement kantaezad.

Arvez kementadel eus ar buhezañ : ar c’hantaezad a wisk un arvez doareadel e kement m’en anavezomp ereet ouzh an derc’had-mañ-derc’had, an azon-mañ-azon, h.a. ; hag un arvez kementadel e kement ma c’hell bezañ distaget diouzh an derc’had, h.a., treuzlec’hiet, hep ma kemmfe e werzhad. An hevelep seulad kementadel a gaver arouezet ivez gant an anvadoù “gremm-annodiñ”, “nerzh al luzad”, “bount” al luzad, “libido”. “En arc’hwelioù bred, ez eus lec’h da ziforc’hañ un dra bennak (pegement kantaezad, sammad broud) a zo dezhañ holl berzhioù ur c’hementad — zoken pa n’omp ket e tro d’e vuzuliañ —, un dra bennak a c’hell bezañ kresket, digresket, treuzlec’hiet, diskarget, hag a vez ledet war gounlerc’hioù an derc’hadoù un tammig evel ur bec’hiad tredan e gorre ar c’horfoù.”

Ret eo notañ n’eo ket meizad ar pegement kantaezad ur meizad deskrivadurel, hogen unan trabredoniezhel. “Ar pegement kantaezad zo al luzad e kement ma’z eo bet hemañ distaget diouzh an derc’had ha ma kav un eztaol kevazas ouzh e werzhad en argerzhioù a vuhezomp evel kantaezadoù.” “Meizadur ur c’hantaezad dizalc’h ha distagadus zo disheñvel-mat diouzh ar gredenn gent en ul « liv kantaezel »” (Jones).