Dictionnaire de psychanalyse
Rationalisation. ◊ Rationalisierung. ◊ rationalization. ◊ heboellaat.
Araezad a glasker drezañ reiñ un displegadur kempoell pe divezek d’un emzalc’h, un ober, ur mennoz, un trivliad, h.a., na verzer ket o luskedoù gwirion ; dibarekoc’h e komzer eus heboellaat un azon, ur vac’henn-difenn, ur furmadur erwezhiad. An heboellaat zo ivez ur wikefre eus an ambren, o kas d’ar reizhiadekaat.
Heboellaat a reer da skouer pa zispleger ur realezh heñvelreviat gourev dre gemer da arguzenn dreisted kefredel ha kenedel ar baotred ; pa gantreizher hudjestroù mac’hennek e-keñver an emvagañ dre un damant d’ar yec’hedelezh.
Ne renker ket an heboellaat e-touez an difennoù, daoust d’ar roll difenn anat a zo dezhañ, rak ned eo ket eeunet a-enep gwalc’hadur al luzadoù, hogen talvezout a ra kentoc’h da zarguzhañ elfennoù diseurt ar c’henniñv-difenn : e-se e c’hell an difennoù, an harzderioù er gur, ar furmadurioù erwezhiad bezañ heboellaet. Ret eo merkañ e kav an heboellaat e arguzennoù gant an ideologiezhoù, an divezouriezhoù, ar c’hravezioù, ar politikerezh, h.a., ha kreñvadur a zeu dezhañ dre wered an dreistme. Erfin, nes eo d’an aregelaat ha d’ar c’hempenn eilvedel (sl. ÉLABORATION SECONDAIRE ; INTELLECTUALISATION).