Dictionnaire de psychanalyse
Réaction thérapeutique négative. ◊ negative therapeutische Reaktion. ◊ negative therapeutic reaction. ◊ erwezhiad nac’hek ouzh ar gur.
Anadenn a gaver da-geñver kurioù bredelfennañ ’zo evel rizh harzder ouzh ar pare diaes kenan da zistrec’hiñ : bep tro ma c’hortozer ur wellaenn dre berzh araokadur an elfennadenn, e c’hoarvez ur washaenn, evel pa vije gwell gant tud ’zo gouzañv eget pareañ. Freud a zeveize an anadenn-mañ evel gwered ur santad kablusted diemouez enlenat da luniadoù mazoc’hek.
E gwir, Freud, a-hed ar bloavezhioù, a ginnigas lerc’h-ouzh-lerc’h ur steudad displegadurioù evit an erwezhiad nac’hek : gludegezh al libido, andiraezadusted narkisek, gounid diwar ar c’hleñved, santad kablusted, mazoc’hegezh, harzder digant an dreistme hag, en dibenn, luzad a varv.