br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Réalisation symbolique.symbolische Wunscherfüllung.symbolic realization.seveniñ argelel.

Gerienn arveret gant ar vredelfennerez helvetiat M.-A. Sechehaye da envel he hentenn da vredkurañ ar skizofrened : ar pal eo dic’haouiñ ar c’hlañvour eus an disvoziadoù gouzañvet en e vloavezhioù kentañ dre glask gwalc’hañ ent argelel e ezhommoù ha dre se reiñ dezhañ an dro da ziraez an draelezh.

En droienn réalisation symbolique, réalisation a gennot ar mennoz e rank ezhommoù-diazez ar skizofren bezañ gwalc’het e-ser ar gur ; symbolique a verk e rankont bezañ gwalc’het er mod end-eeun ma vezont eztaolet, eleze en ur mod “hudel-argelel” ma vez en arun an ergerc’henn vozius (bronn ar vamm da skouer) hag an argel anezhi (an avaloù, en degouezh studiet gant M.-A. Sechehaye).

Termenañ a c’haller ar c’halvezerezh evel ur furm eus ar mammegañ, ar bredkurer o c’hoari roll ar “vamm vat” gouest da gompren ha da walc’hañ an ezhommoù genaouel gouhebet.

Ar seveniñ argelel a rank mont da gerc’hat ar gouzrec’h e par e argizadur donañ, o reiñ d’ar skizofren an tu da adsevel e ve ha da ziraez war un dro gwerc’helezh an traoù.

Notomp en deus an alamaneg troet gerienn c’hallek orin M.-A Sechehaye dre symbolische Wunscherfüllung (“c’hoantleuniadur argelel”). Diglok e hañval bezañ an termen alamanek, rak, zoken mar seller an ezhomm eztaolet gant ar c’hlañvour evel kevatal d’ur c’hoant, e talvez ouzhpenn réalisation kement ha “diraez ar werc’helezh” : dre walc’hañ e ezhommoù e tizh ivez ar c’hlañvour gwerc’helaat e c’hoant. Setu perak hon eus dibabet an termen seveniñ, a zo war un dro “gwalc’hañ (un ezhomm)”, “leuniañ (ur c’hoant)”, “gwerc’helaat” ha “traelaat”.

Sl. EXPÉRIENCE DE SATISFACTION.