Dictionnaire de psychanalyse
Réalité psychique. ◊ psychische Realität. ◊ psychical reality. ◊ gwerc’helezh vredel.
Termen arveret alies gant Freud da aroueziñ ar pezh a zo dezhañ, er bred, kempoell ha trebad evel a gaver gant ar werc’helezh trael ; bez’ ez eo kent pep tra an eriunañ hag an eriunelloù.
“An eriunelloù zo dezho ur werc’helezh vredel kevenep d’ar werc’helezh trael ; e bed an neurozioù emañ ar roll pennañ gant ar werc’helezh vredel.”
Evit a sell kudenn damkanel ar c’heñver etre an eriunell hag an darvoudoù he deus bet tro da harpañ warno, “n’hon eus ket lec’h evit c’hoazh da verzout un diforc’h er gweredoù, hervez ma tisoc’h darvoudoù ar bugelvezh eus an eriunell pe eus an draelezh”.
Hervez Freud bepred, an argerzhioù diemouez ne reont ket stad eus ar werc’helezh diavaez, hogen erlec’hiañ a reont outi ur werc’helezh vredel.