br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Refoulement.Verdrängung.repression.arvoustrañ.

A) Er ster strizh : gwezhiañ ma klask drezañ ar gouzrec’h argas hag arzerc’hel en diemouez derc’hadoù (dezevoù, skeudennoù, eñvorioù) stag ouzh ul luzad. C’hoarvezout a ra pa ve gwalc’hidigezh ul luzad — ha hi danvez bliz drezi he-unan — en arvar da zevoudañ divliz e-keñver darvennoù all.

Anat eo gwered an arvoustrañ en darfell, hogen bras eo ivez ar roll c’hoariet gantañ er bredanaezioù all hag er vredelezh reol. Ober a c’haller anezhañ un argerzh bred hollveziadel e kement m’emañ en orin amparadur an diemouez evel domani disrann diouzh ar peb-all eus ar bred.

B) En ur ster dispisoc’h : a-wechoù e vez kemeret gant Freud an termen Verdrängung en ur ster nes da hini “difenn”, diouzh un tu e kement m’en em gav an arvoustrañ er ster A evel ul lankad da nebeutañ e-barzh argerzhioù-difenn kemplezh (anvad ar parzh o talvezout evit an hollad), diouzh an tu all e kement ma arver Freud patrom arlakadel an arvoustrañ evel pimpatrom an difennoù all.

“Arlakadenn an arvoustrañ eo ar maen-korn a zo harpet outañ adeilad a-bezh ar bredelfennerezh” (Zur Geschichte der psychoanalystischen Bewegung, 1914).

An endalc’hedoù arvoustret a ya diouzh krap ar gouzrec’h hag, evel “gronnad bred disrann”, en em gav dindan savelennoù dibarek (argerzh kentael). Un derc’had arvoustret a ya d’ober ur “graonell-strinkennañ” kentañ a zo en araez da zedennañ derc’hadoù dic’houzañvadus all hep ma emellfe ur mennadur emouez. E-se, ez eo an arvoustrañ ur gwered eus an argerzh kentael, pezh en digemm diouzh un difenn evel an hepkoriñ. Erfin, diwar an derou e teskriv Freud an arvoustrañ evel ur gwezhiañ dialuskel, oc’h emplegañ arzalc’hidigezh ur gourzhannodiñ, ha bepred e tro da vezañ dizarbennet gant nerzh ar c’hoant diemouez en e striv da zistreiñ davit an emouezañ hag ar fiñval (sl. RETOUR DU REFOULÉ).

En e bennad Die Verdrängung (1915), Freud a zigemm an arvoustrañ ent ledan (tri lankad ouzh e ober) diouzh an arvoustrañ ent strizh nad eo nemet eil lankad egile. Al lankad kentañ, anvet Urverdrängung “kentarvoustrañ”, na zoug ket war al luzad e-unan hogen war e arouezioù, e “leuriadoù”, na ziraezont ket an emouezañ, hag a chom al luzad glenet outo, — evel-se e ve amparet ur graonell diemouez kentañ o vont en-dro evel blein-dedennañ e-keñver an elfennoù da arvoustrañ. An eil lankad, eigentliche Verdrängung “arvoustrañ ent strizh”, Nachdrängen “dianarvoustrañ”, zo enta un argerzh daouel, o yevañ an dedenn-se gant un diskas (Abstossung) a-berzh un ensav diauc’h. An trede lankad erfin a ve distro an arvoustred e stumm azonoù, hunvreoù, goustaolioù, h.a.

Sl. RÉPRESSION.