br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Refoulement originaire.Urverdrängung.primal repression.kentarvoustrañ.

Argerzh goulakadel deskrivet gant Freud evel lankad kentañ an arvoustrañ. Da wered dezhañ emañ ar furmadur eus un teskad derc’hadoù diemouez oc’h ober ar “c’hentarvoustred”. Ar c’hraonelloù diemouez amparet e-giz-se a gendaol da c’houde d’an arvoustrañ ent strizh dre zedennañ an endalc’hedoù diskaset gant an ensavioù diauc’h.

Arlakaet e vez keñverioù strizh etre kentarvoustrañ ha glenañ. “Lec’h zo dimp enta da zarbenn ar c’hentarvoustrañ, ul lankad kentañ eus an arvoustrañ a zo anezhañ an nac’h sammañ en emouez leuriad derc’hadel al luzad. E-se e c’hoarvez ur glenadur ; diwar eno e trebad ent digemm al leuriad derc’hadel hag al luzad a chom stag outañ.”

Mard emañ ar c’hentarvoustrañ en orin ar furmadurioù diemouez kentañ, ne c’haller ket displegañ e wikefre dre un annodiñ a-berzh an diemouez, nag ivez dre un diannodiñ diouzh ar reizhiad ragemouez-emouez, hogen dre ur gourzhannodiñ hepken. Ar gourzhannodiñ e-unan avat a chom hep displegadur.