br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Régression.Regression.regression.argizañ.

En un argerzh bred a zo dezhañ furm un treug pe un diorreadur, e reer argizañ eus ar c’hilañ etrezek ur poent bet distremenet. Ent lunegorel, e c’hoarvez an argizañ a-hed ul lerc’hiad reizhiadoù bred treuzet ent reol gant ar broud, pa na dizh ket hemañ pelloc’h eget ur reizhiad lavaret. Ent amzerel, ez ampleg an argizañ ur c’henheuliad dedarzhel, ha merkañ a ra distro ar gouzrec’h davit tennadoù distremenet eus e ziorreadur (pazennoù libidinel, darempredoù ouzh ergerc’henn, hevelebadurioù, h.a.). Ent furmel, ez eo an argizañ un tremen war-du modoù eztaoliñ hag ersaviñ a live izeloc’h evit a sell o c’hemplezhded, o luniadur, o diforc’hekadur.