Dictionnaire de psychanalyse
Rejeton de l’inconscient. ◊ Abkömmling des Unbewussten. ◊ derivative of the unconscious. ◊ broustenn diwar an diemouez.
Termen boaziet gant Freud e stern e veizadur dialuskel eus an diemouez ; tennañ a ra hemañ da lakaat da ziflukañ e-barzh an emouezañ hag ar realañ dedaoladoù e diazalc’h strizh pe strishoc’h anezhañ. Seurt dedaoladoù diwar an arvoustred a vez d’o zro darbaret difennoù nevez outo.
E 1915 eo e stagas Freud da gomz eus “broustennoù diwar al leuriad arvoustret” pe “diwar an arvoustred”, o renkañ dindan an anvad-se an azonoù, an eriunelloù, ar strollatadurioù c’hoarvezet e-kerz an dalc’h. A-geñver emañ keal ar vroustenn gant arlakadenn daou lankad an arvoustrañ. Pezh a zo bet arvoustret el lankad kentañ (kentarvoustrañ) a denn da zifourkañ en-dro en emouezañ e stumm broustennoù, o tevoudañ neuze un eil arvoustrañ (dianarvoustrañ).
An termen “broustenn” a gennot niñvegezh an diemouez, oc’h embreger bountoù dizehan etrezek an emouezañ.