Dictionnaire de psychanalyse
Renversement (d’une pulsion) dans le contraire. ◊ Verkehrung ins Gegenteil. ◊ reversal into the opposite. ◊ tuginadur er rageneb.
Argerzh ma tro pal al luzad en e gontrol, dre dremen eus an oberiadezh d’ar c’houzañvadezh.
E-barzh Triebe und Triebschicksale (1915), Freud, oc’h arveziñ “tonkadoù al luzadoù”, a ezrevell, e-kichen an arvoustrañ hag an treüc’hañ, an tuginañ er rageneb hag an eiltreiñ ouzh an-unan. Diskleriañ a ra diouzhtu ez eo liammet strizh an daou argerzh-mañ diwezhañ — an eil o sellout ouzh ar pal, egile ouzh an ergerc’henn — evel ma’z eo anat en div skouer bennañ : ar sadegezh-mazoc’hegezh hag ar gwelata-diskorata na c’haller ket deskrivañ ent distag.