br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Représentant psychique.psychische Repräsentanz, psychischer Repräsentant.psychical representative.leuriad bredel, leuriadur bredel.

Termen arveret gant Freud da aroueziñ, e stern e arlakadenn eus al luzad, an eztaol er bred eus ar broudadoù enkreudel. Da gompren an termen-se e ranker daveiñ d’al luzad evel meizad argefin etre kreud ha bred. E tu ar greudelezh, emañ andon al luzad en anadennoù organel o tevoudañ tennderioù diabarzh na c’hell ket ar gouzrec’h tec’hout diouto ; hogen, dre ar pal ma vuk dezhañ hag an ergerc’hennoù a zebarzh, en deus al luzad un tonkad bredel rik. Seurt savlec’h en argefin a zegasas Freud d’ober gant keal al leuriad — ar c’hannaderezh — eus ar c’hreud er bred.

Notomp ez intente Freud leuriadur al luzad e daou zoare disheñvel. Gwech ez eo al luzad e-unan a ziskouez evel “al leuriad bredel eus ar broudadoù o tont a ziabarzh ar c’horf hag o tizhout an ene”. Gwech ez intent al luzad evel an argerzh-broudañ kreudel hag eñ eo neuze a vez derc’houezet er bred gant “leuriadoù al luzad”, ar re-mañ o c’hoarvezout eus div elfenn, al leuriad derc’hadel hag ar pegement kantaezad.