br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Représentation.Vorstellung.idea, presentation.derc’had g.

Termen klasel er brederouriezh hag er vredoniezh oc’h aroueziñ “endalc’hed fetis un taol dezevout”, “ent dibarek, an azdedaol eus ur verzadenn gent” (Lalande, Vocab. Philosophie ; sl. ivez LAVAR 04, Preder, 1970, pp. 53-56). Freud a lak a-gevenep derc’had ha kantaezad, pep hini eus an daou o kaout tonkadoù distag en argerzhioù bred.

Ar patromoù damkanel kentañ a felle da Freud ober meiz ganto war ar psikoneurozioù zo savet en-dro d’an diforc’h etre “pegement kantaezad” ha “derc’had”. En neuroz mac’hennel, e vez treuzlec’hiet ar pegement kantaezad diwar an derc’had klañvwezhus stag ouzh an darvoud daraezek war un derc’had all kemeret da zinoaz gant ar gouzrec’h. En darfell, e vez troet ar pegement kantaezad e gremm kreudel hag argelet e vez an derc’had arvoustret diwar-bouez un tachad pe un oberiezh-korf. E pep degouezh, e vez arvoustret an derc’had ha goudavet ar c’hantaezad.

Freud a ra anv eus “derc’hadoù diemouez” hep diwelout an dislavar a zo en termenoù. Lezel a ra a-gostez un arvez klasel eus an derc’hañ : an derc’hañ evel ergorañ, evel emouezañ (ouzh). Evitañ e ve kentoc’h an derc’had ar pezh eus an ergerc’henn a vez enskrivet er reizhiadoù koun.

Evit Freud, n’eo ket ar c’houn un degouezhlec’h a skeudennoù, met ober a ra anv a reizhiadoù koun ha diskouez an eñvor o kemer perzh e meur a steudad strollata ; pa gomz eus “kounlerc’h”, ne wel ket eno ul louc’had o chom e dilerc’h an ergorenn, hogen un arouez bepred e kenere gant arouezioù all. E seurt diarsell emañ an derc’had freudek nes da geal saosurek an arouesaer — nested en deus Lacan gounezet korvo bras ganti.

Daou live a ra Freud eus an derc’hadoù : an derc’hadoù tra hag an derc’hadoù ger, o reiñ ur pouez lunegorel-diazez d’an diforc’h-se. An derc’hadoù tra, o tezverkañ ar reizhiad diemouez, zo a-geñver strishoc’h gant an dra : en “trezerc’hañ kezivik” e ve tremenet gant ar bugel an derc’had tra da gevatal an dra merzet ha kevannodet en diouer anezhañ. Heñveldra, e 1894-1896, pa glask Freud e penn-krec’h an hentoù-strollata “an derc’had diemouez klañvwezhus”, pezh a striv davitañ eo ar poent pellañ-holl ma ve an ergerc’henn dizistagadus diouzh he lerc’hioù, an arouesaed dizisrannadus diouzh an arouesaer.

El lavar freudek, an diforc’h etre kounlerc’h ha derc’had evel kevannodad ar c’hounlerc’h, mard eo empleg, ne vez ket bepred lakaet e penn-kont. Moarvat ez eo diaes empentiñ ur c’hounlerc’h glan, eleze un derc’had a ve peurzigevannodet.

Notañ n’eus e galleg adanv ebet deveret eus représentation keñverek d’an Al. Vorstellungs- pe d’ar Br. derc’hadel. Sk. : représentant-représentation (Al. Vorstellungsrepräsentant, Sz. ideational representative, Br. leuriad derc’hadel) ; objets réels ou imaginaires (Br. ergerc’hennoù trael pe derc’hadel).