br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Représentation-but.Zielvorstellung.purposive idea.derc’had-davedenn.

Termen goveliet gant Freud da ober meiz war ar pezh a zurc’ha red an dezevoù ken emouez, ken ragemouez ha diemouez : e pep hini eus al liveoù-se e c’haller lakaat war wel davedelezhioù o tegas etre an dezevoù ur gwidennadur nad eo ket emgefreek hepken, hogen desavelet gant ar pouez o deus derc’hadoù brientek o tedennañ an derc’hadoù all (da skouer, derc’had an ober da seveniñ evit a sell an dezevoù emouez, eriunell diemouez en degouezh ma pleg ar gouzrec’h da reolenn ar strollata frank).

“Bewech m’en em gav ereet un elfenn vred ouzh unan all diwar-bouez ur strollatadenn digunvez ha diwar-c’horre, e vez ivez un ere reizh ha don etrezo, ere dalc’het en arguzh gant harzder ar garez.”