Dictionnaire de psychanalyse
Représentation de chose — représentation de mot. ◊ Sachvorstellung, Dingvorstellung — Wortvorstellung. ◊ thing presentation — word presentation. ◊ derc’had tra — derc’had ger.
Termenoù arveret gant Freud en e destennoù trabredoniezh da ziforc’hiñ daou rizh derc’hadoù, an hini — gweledel rak pep tra — o teverañ eus an dra hag an hini — klevedel da gentañ-penn — o teverañ eus ur ger. Seurt diforc’hadur, gouez da Freud, zo a bouez en drabredoniezh, an ere etre an derc’had tra hag an derc’had ger keñverek o tezverkañ ar reizhiad ragemouez-emouez e kemm ouzh ar reizhiad diemouez na gaver ennañ nemet derc’hadoù tra.
Koulskoude, “e degouezh an derc’hadoù ger lodek en dilerc’hioù-deiz, anezho aspadennoù fresk ha gweredek diwar ar merzout ha n’eo ket eztaolioù dezevout, e vez graet outo evel ouzh derc’hadoù tra”.