br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Répression.Unterdrückung.suppression.A) diskas, Ba) diarbenn, Bb)  goudav.

A) Er ster hollek, gwezhiadur bred a denn da lemel diouzh an emouezañ un endalc’hed displijus pe digoulz : mennoz, kantaezad, h.a. An arvoustrañ zo ur furm dibarek eus an diskas.

B) Er sterioù dibarek disheñvel diouzh an arvoustrañ, e teskriver div furm all a ziskas :

a) An diarbenn. En arvoustrañ, an ensav-diskas (ar me), ar gwezhiañ hag an disoc’h anezhañ zo holl diemouez. En diarbenn e c’hoari ur wikefre emouez e par an eil karez, etre emouez ha ragemouez ; skarzhet e vez derc’hadoù dic’hrataet diouzh maezienn weredel an emouezañ, hep ma tremenfent avat eus ur reizhiad (ragemouez-emouez) d’unan all (diemouez). Ent dialuskel, e c’hoari an divezelezh ur roll a-bouez en diarbenn. Ret eo diforc’hiñ ivez an diarbenn diouzh ar c’hollvarn (Al. Verunteilung, sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) a c’hell bezañ en orin an diarbenn met n’en devoud ket dre ret.

b) Ar goudav. Leuriad derc’hadel al luzad eo a vez arvoustret, tra na c’hell ket ar c’hantaezad bezañ diemouez : pe ez eo treuzfurmet en ur c’hantaezad all, pe ez eo goudavet, eleze heudet pe mouget “ken ma chom anezhañ er reizhiad diemouez un egin hep-mui nad eo ket evit diorren”.