br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Résistance.Widerstand.resistance.harzder.

E-kerz ar gur vredelfennañ, e reer harzder eus kement, en oberoù hag e komzoù an elfennadour, a vir outañ a ziraez e ziemouez. Dre astenn ster, e komze Freud a harzder ouzh ar bredelfennerezh evit aroueziñ an emzalc’h enebiñ ouzh e zizoloadennoù e kement ma tiskulient ar c’hoantoù diemouez ha ma skoent un “annoazhad ouzh bred” gant mab-den.

Kemplezh eo anadenn an harzder ha Freud ne baoueze ket a ginnig displegadurioù nevez eviti. E-barzh Hemmung, Symptom und Angst (1926), e ra anv eus pemp furm a harzder ; teir a-geñver gant ar me : an arvoustrañ, harzder an treuzdoug (un harzder eo an treuzdoug e kement ma erlec’h an arreata e-ser realañ ouzh ar c’hounaat e-ser komz) hag ar gounid eilvedel diwar ar c’hleñved “soliet war c’hougevanadur an azon ouzh ar me” ; ur pevare furm zo gant harzder an diemouez (pe ar se) hag ur pempet gant harzder an dreistme. Harzder an diemouez, “nerzh ar vac’henn-arreata, dedenn ar pimpatromoù diemouez war an argerzh luzadel arvoustret”, a vez distrec’het gant an trec’hwelañ. Evit harzder an dreistme, dinaouiñ a ra diouzh ar gablusted diemouez hag an ezhomm kastiz. E berr, an difenn n’eo ket a-walc’h da zisplegañ an harzder ; bez’ ez eus ouzhpenn an difenn un harzder boniek a chomas Freud gant goulakadurioù war e zivoud.