br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Restes diurnes.Tagesreste.day’s residues.dilerc’hioù-deiz.

En arlakadenn freudek an hunvre, elfennoù o tont eus amhun an derc’hent adkavet e danevell an hunvre hag e strollatadurioù frank an hunvreer ; emaint e diazalc’h laosk pe laoskoc’h ar c’hoant diemouez bet leuniet diwar-bouez an hunvre. An holl droioù ardreuzat zo etre an daou zegouezh pellañ : an eil, ma hañval, e derou dezrann da nebeutañ, an dilerc’h-deiz bezañ desavelet gant ur preder pe ur c’hoant eus an derc’hent ; egile, ma vez dibabet elfennoù-deiz divern evit doare dre berzh o strollatadur gant c’hoant an hunvre.

En degouezh-mañ diwezhañ emañ dizoloadenn vras Freud : dafar, arouezioù danvezet gant ar c’hoant diemouez eo an dilerc’hioù-deiz :

a) Oc’h ober ganto, e tremen an hunvre e-biou d’ar garez. Dindan c’holo o neuz dister, e c’hell endalc’hedoù diemouez bezañ eztaolet.

b) Hegersoc’h int da vont e kenere gant ar c’hoant bugelvezhel eget an eñvoradoù karget a zeur ha gougevanet ouzh kemplezhioù-strollata bras.

c) O gweredegezh “a ginnig d’an diemouez un dra diziouerus, ar poent-speg ret d’un treuzdoug”.