br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Retour du refoulé.Wiederkehr des Verdrängten, Rückkehr des Verdrängten.return of the repressed, break-through of the repressed.distro an arvoustred, dinod an arvoustred.

Argerzh ma teu drezañ an elfennoù arvoustret war wel en-dro, hag int bet distummet dre berzh an treuzvarc’had.

Bepred e pouezas Freud war andistrujadusted an endalc’hedoù diemouez. Ouzhpenn ma ne vezont ket kaset da get, e tennont dizehan da ziflukañ en-dro e-barzh an emouezañ, dre hentoù kamm pe gammoc’h ha dre hantererezh furmadurioù deveret dihevelebet : ar broustennoù diwar an diemouez (sl. REJETON DE L’INCONSCIENT).

Goude arlakaat e tistro an arvoustred dre an hentoù end-eeun ma oa bet kaset an arvoustrañ, ez anavezas Freud ez eus ur wikefre spesadek eus distro an arvoustred. Kent pep tra ez eo ar wikefre-se “ur furmadur treuzvarc’had etre an derc’hadoù arvoustret hag arvoustrus” dre berzh treuzlec’hiañ, dazbec’hiañ, amdreiñ, h.a. Distro an arvoustred zo dezhañ da amplegadoù hollek : gwanidigezh ar gourzhannodiñ, nerzhadur bount al luzad (da skouer dre berzh delanvad bevedel ar gaezouregezh), darvoudoù o tec’hervel an dafar arvoustret, h.a.