Dictionnaire de psychanalyse
Roman familial. ◊ Familienroman. ◊ family romance. ◊ romant familhel.
Gerienn goveliet gant Freud da aroueziñ an eriunelloù ma taskemm ar gouzrec’h e liammoù ouzh e gerent (o faltaziañ da skouer ez eo ur bugel kavet).
Seurt eriunelloù a veze anavezet en ambrenoù paranoiakel. Freud ne zaleas ket d’o dizoleiñ en neurozeion gant stummoù niverus : ijinañ a ra ar bugel n’emañ ket o vevañ gant e gerent wirion hag ez eo e dad un den anvek, o prestañ d’e vamm avanturioù kuzh, pe neuze ez eo eñ ar mab gwirion nemetañ, e vreudeur hag e c’hoarezed o vezañ besterd.
A-zalc’h eo eriunelloù ar romant familhel ouzh kemplezh Edip. Kemmesk ha niverus eo al luskedoù anezho : c’hoant izelaat ar gerent diouzh un tu, o uhelaat diouzh an tu all, c’hoant d’ar veurdez, striv da vont e-biou d’ar gael ouzh ar gwadserc’h, kenoaz etre breudeur, h.a.