br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Sadisme — masochisme, sado-masochisme.Sadismus — Masochismus, Sadomasochismus.sadism — masochism, sadomasochism.sadegezh — mazoc’hegezh, sadomazoc’hegezh.

Gerienn o kennotañ kemparzhded ha kenglokausted an div droziadezh sadegezh ha mazoc’hegezh, ha dreist-holl oc’h ober anezho ur c’houblad keveneboù-diazez eus al luzadurezh.

An termen sadomazoc’hegezh arveret er revoniezh da aroueziñ ar furmoù kevosod eus an div droziadezh-se, zo bet adkemeret gant ar vredelfennerion, Daniel Lagache pergen, da bouezekaat ar c’hengeñver a zo etre an daou savlec’h ken er c’henniñv etregouzrec’hel (mestroniadur-sujidigezh), ken e luniatadur ar bersonelezh (emgastiz).

“Ur sadeg zo bepred war un dro ur mazoc’heg, pezh na vir ket ouzh an tu trec’h, oberiat pe c’houzañvat, eus an droziadezh a souriñ hag a zoareañ an oberiezh revel” (Freud, 1905).

“E-touez an troziadezhioù, ez eus ul lec’h arbennik d’ar c’houblad sadegezh-mazoc’hegezh. An oberiadezh hag ar c’houzañvadezh, a zo doareoù-diazez anezhañ, zo amparus d’ar vuhez revel dre-vras” (Freud, 1915).

Evit a sell dedarzh ketep ar sadegezh hag ar vazoc’hegezh, e noter un emdroadur e meiz Freud a-geñver gant an azveradurioù a reas war e arlakadenn eus al luzadoù. E-barzh Triebe und Triebschicksale (1915), e lavar ez anad ar sadegezh a-raok ar vazoc’hegezh, ez eo ar vazoc’hegezh ur sadegezh eiltroet ouzh an-unan. “Hañvalout a ra ar bredelfennerezh diskouez ne vuk ket al luzad da gentañ d’ur pal a ve skeiñ laur gant an hentez. Ne vez ket ar bugel sadek na prederiet na mennet da lakaat ar re all da c’houzañv.” En devoud, Freud a intente neuze ar sadegezh evel un argadiñ ouzh an amgen hep pled ebet gant an droug graet, hep keñver gant ar bliz revel : sadegezh a rae eus embreg al luzad-gavaelañ. Merkomp e tisplege diwan ar vazoc’hegezh dre un eiltreiñ ouzh an-unan ha war un dro un tuginadur eus an oberiadezh er c’houzañvadezh. N’eo nemet en amzer ar vazoc’hegezh e wisk an oberiezh luzadel un eul revel. Freud a zeskriv daou lankad en eiltreiñ ouzh an-unan : da-geñver al lankad kentañ, ar gouzrec’h en em lak e-unan da c’houzañv ; da-geñver an eil, al lankad mazoc’hek ent strizh, e lak unan all da skeiñ laur gantañ. Bez’ e ve ar sadegezh un eil eiltreiñ eus ar savlec’h mazoc’hek.

Goude degasadenn al luzad a varv e 1920, ez arlaka Freud bezañs ur vazoc’hegezh kentael pe kezivik. Goude ur bazenn gentañ m’emañ troet al luzad a varv en e bezh ouzh person ar gouzrec’h, “ez a ul lod eus al luzad-se en arempred al luzad revel hag eno en deus ur roll pouezus. Ar sadegezh ent strizh eo. Ul lod all ned a ket da heul an deveradur-se war-du an diavaez, chom a ra er bevedeg ma’z eo ereet ent libidinel diwar-bouez al luzad revel en ambroug […] ; anaout a reomp aze ar vazoc’hegezh kezivik, erogen.” Notomp e c’hell ar sadegezh-se eiltreiñ ouzh ar gouzrec’h — hag amañ ez adkavomp an arlakadenn gentañ — oc’h amparañ ur “vazoc’hegezh eilvedel” a zeu he gwered da greñvaat hini ar vazoc’hegezh kezivik.

Sl. MASOCHISME.