br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Scène originaire, scène primitive.Urszene.primal scene.kentsenenn.

Senenn ar gediadenn revel etre ar gerent, arsellet pe dianreet diwar arverkoù hag eriunellet gant ar bugel. Deveizet e vez peurliesañ evel un taol feulster a-berzh an tad.

Pleustr ar bredelfennerezh a zegasas Freud da reiñ pouez bras-ouzh-bras d’ar senenn ma en em wel ar bugel oc’h arvestiñ ouzh embaradenn e gerent : anezhi “un elfenn a vank ral a wech e teñzor an eriunelloù diemouez gant an holl neurozeion”.

Intentet e vez gant ar bugel ar gediadenn evel un argad a-berzh an tad e-ser un darempred sadomazoc’hek ; devoudañ a ra ur broud revel er bugel en ur bourchas ur skor da enkrez ar spazhadur ; deveizet eo e stern un arlakadenn revel bugel evel kediadenn dre ar fraezh.

Ar gudenn arzaelet gant Freud ha Jung e-kerz un hir a vreutadenn e voe houmañ : hag eñ zo ar gentsenenn an eñvor diwar un darvoud trael buhezet gant ar gouzrec’h pe un eriunell hep-mui ? Meno Freud a luskellas etre daou bar pellañ : pe trael e vez ar gentsenenn hag a-zianwerc’h eo e vez meizet gant ar bugel, pe ar frouezh eo da gileriunelloù (Zurückphantasieren), an draelezh o pourchas un nebeut arverkoù koulskoude (trouzoù, embaradenn loened). Pezh a fell da Freud arzerc’hel, a-enep Jung pergen, eo ar c’heal ez eo ar gentsenenn lodek e tremened — unandarzhel pe hildarzhel — an hinienn hag ez eus anezhi un darvoud, gwengelek marteze, hogen bezant a-raok nep eulad degaset a-zianwerc’h.