br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


SENS.

[les discours, les paroles] figurent dans le rêve comme éléments signifiants et non pour le sens qu’ils ont dans le langage, lec’h o deus [ar prezegoù, ar c’homzoù] en hunvre evel euladoù ha n’eo ket dre ar ster o deus el lavar (sl. FIGURABILITÉ) ; un refus d’attribuer un sens au perçu, un nac’h reiñ eul d’an draelezh (sl. FORCLUSION) ; communication faite au sujet […] visant à le faire accéder à ce sens latent, diskleriadenn graet d’ar gouzrec’h […] war-bouez ober dezhañ diraez an euladoù enkelat-se (sl. INTERPRÉTATION) ; on pourrait caractériser la psychanalyse par l’interprétation, c’est-à-dire la mise en évidence du sens latent du matériel exprimé par le sujet, termenañ a rafed ar bredelfennerezh evel dieulerezh, eleze diskoacherezh ar ster enkelat en dafar eztaolet gant ar gouzrec’h (sl. INTERPRÉTATION) ; on peut considérer l’interprétation psychanalytique comme une forme de l’interprétation au sens large, car elle consiste à établir une signification latente comme sens explicite, an dieulañ a c’haller sellout evel ur furm eus an desteriañ, o vezañ ma c’hoarvez a savelañ an eul enkelat evel ster (sl. INTERPRÉTATION) ; perversion du sens moral, troziadezh ar skiant divezel (sl. PERVERSION) ; la libre circulation du sens et l’écoulement total de l’énergie psychique sont synonymes, heñvelster eo amred frank an eul ha peurziver ar gremm bred (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; [l’ancienne psychologie] n’attribuait aucun sens aux rêves ; Freud montre au contraire leur sens par la signification qu’ils portent, [ar vredoniezh kozh] ne wele ster ebet en hunvreoù ; Freud a ziskouez er c’hontrol ar ster o deus dre an eul a zo enno (sl. PROCESSUS PRIMAIRE, PROCESSUS SECONDAIRE) ; glissements et superpositions de sens, rikladur ha berniadur an eulwiskadoù (sl. SURDÉTERMINATION).

Kemplezh eo an doareoù da ziforc’hiñ eul ha ster. Pa geveneber an daou dermen, e c’haller lavarout dre-vras e verk ar ster un eilsammadur, un danzeadur diwar an eul (sl. EMSAV 81, 1973, pp. 306-311). E-se, er bredelfennerezh, ez eo ar realezh amgant an eul, al lavar amgant ar ster : bez’ e vez eilsammet an eul enkelat, diemouez gant al lavar ha, diwar-bouez an dieulerezh-se, graet ur ster anezhañ (sl. INTERPRÉTATION ; SIGNIFICATION). E galleg, ez eo luzietoc’h c’hoazh ar gudenn dre berzh dizunvanded an arverioù. Lod eus an aozerion a ra ouzh sens ha signification evel ouzh damheñvelsterioù. A-du-rall n’eus ket kenglev etre an aozerion a lak kemm etre an daou dermen.