Dictionnaire de psychanalyse
Sentiment d’infériorité. ◊ Minderwertigkeitsgefühl. ◊ sense of inferiority, feeling of inferiority. ◊ santad an istalvoudegezh, santad an tru.
Evit Adler, santad soliet en ur gwander organel gwerc’hel. Er gemplezh istalvoudegezh, e klask an den kempouezañ, gant berzh pe get, e fillidigezh. Seurt gwikefre, gouez da Adler, a c’hoarife ur roll en arbennelezh an holl vredanaezioù.
Hervez Freud, ne ve ket dre ret santad an tru a-geñver gant ur gwander organel. Ned eo ket un arbenn diwezhañ, hogen e intent a reer evel un azon.