br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Sentiment de culpabilité.Schuldgefühl.sense of guilt, guilt feeling.santad kablusted.

Termen boaziet er bredelfennerezh gant ur c’hemeradur ledan-tre. Aroueziñ a ra ar stad kantaezel da heul ur real sellet gant ar gouzrec’h evel tamalladus, an abeg diskleriet o hañvalout bezañ kantreizh (morc’hed an torfedour) pe get (emrebechoù amoet), pe c’hoazh ur santad dispis a andellezegezh hep keñver gant ur real resis a ve da damall.

Ar bredelfennerezh a ra meiz war ar gablusted o lakaat e penn-kont ur reizhiad luskedoù diemouez a ve dindan an ersavioù-c’hwitañ, ar realoù felladennek, an droug a ra ar gouzrec’h dezhañ e-unan, h.a. En degouezh-mañ ez eo diaes ober gant ar ger “santad” e kement ma n’en em sant ket ar gouzrec’h kablus en e vuhezadur emouiziek.

Studi elfennadel ar velankoliezh a roas tro da glokaat arlakadenn ar santad kablusted. Da azonoù d’ar c’hleñved-se emañ an emdamall, an emzibriziañ, an tued d’an emgastiz o tegouezhout betek gant an emlazh. Freud a ziskouezas ez eus un disfaout eus ar me etre tamaller (an dreistme) ha tamalled, disfaout o tisoc’hañ e-unan dre un argerzh-diabarzhiñ diouzh un darempred etregouzrec’hel ; “an emrebechoù zo rebechoù ouzh un ergerc’henn garantez, bet eiltroet diwarni ouzh ar me.” E-se e tispleger ar santad kablusted dre un darempred etrereizhiadel e diabarzh ar benvegad bred : ar varn hag ar c’hastiz douget gant an dreistme war ar me. Seurt darempred etre dreistme ha me a c’hell bezañ diemouez ha reiñ er buhezadur gweredoù ma’z eo ezvezant ar santad kablusted. E-se, fellerion ’zo zo enno ur gablusted kreñv diemouez, bezant a-raok ar felladenn, houmañ o vezañ an heuliad ha n’eo ket an abeg, — ar gouzrec’h o kavout disamm diwar ma c’hell daveiñ e “santad” diemouez a gablusted d’un abeg gwerc’hek.