br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Série complémentaire.Ergänzungsreihe.complemental series.steudad kenglokadek.

Termen arveret gant Freud evit ober meiz war arbennelezh an neuroz ha distremen an dazeilad a redife da zibab etre parennoù ezdeuat hag endeuat : kenglokaus eo e gwir ar parennoù-se, an eil o vezañ seul wanoc’h ma’z eo kreñvoc’h eben, hevelep ma c’haller renkañ un teskad degouezhioù hervez ur skeuliad ma emañ an daou rizh parennoù e ginargemm ; n’eo nemet en daou benn eus ar steudad ma kavfed pep parenn he-unan en he stad pur.

E-barzh Vorlesungen zur Einführung in die Psychoanalyse (Darleadurioù evit deren d’ar bredelfennerezh, 1916-1917), e pouez Freud war geal ar steudad kenglokadek. Da gentañ a-geñver gant kudenn derou an neuroz : arabat eo dibab etre ur barenn endeuat a zo ar glenadur hag ur barenn ezdeuat a ve ar gouheb ; ginargemmañ a reont : evit ma teraoufe an neuroz e spir un daraez dister mar bez kreñv ar glenadur, hag a-c’hin. A-du-rall, ar glenadur a c’haller isrannañ e div barenn genglokaus : genezh hêrezhel ha buhezadur bugel. Meizad ar steudad kenglokadek a rofe bep taol an dro da zezlec’hiañ pep degouezh e-barzh ar steudad hervez ar perzh keñverel kemeret gant ar genezh, ar glenadur bugel hag an daraezioù diac’houde.