br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Sexualité.Sexualität.sexuality.revelezh.

Er bredelfennerezh, e reer revelezh n’eo ket hepken eus an oberiezhoù hag ar blijadur a-zalc’h ouzh arc’hwelerezh ar benvegad-genel, hogen ivez eus un teskad brouderezhioù hag oberiezhoù bezant adalek ar vugeliezh, o pourchas ur blijadur andireadus da walc’hadur un ezhomm bevedel-diazez (analat, emvagañ, dioulañ, h.a.), ha kavet evel kedrannoù er furm lavaret reol eus ar garantez revel.

Freud en deus diskouezet ned eo ket ar revelezh ur bondoug, eleze ne c’hoarvez ket a ersavioù rakfurmet dezho ergerc’hennoù ha palioù savelek ; en eneb :

1) An troziadezhioù a ro ar brouenn eus diseurtiezh vras an ergerc’hennoù revel hag ar modoù oberiezhoù-boziañ.

2) Furmoù ardreuzat e-leizh zo etre ar revelezh troziat hag ar revelezh lavaret reol.

3) Bredelfennerezh an neuroz a ziskouez ez eo an azonoù c’hoantleuniadurioù revel treuzlec’hiet, daskemmet dre dreuzvarc’had gant an difenn. A-du-rall, alies eo c’hoantoù revel troziat a lakaer war wel a-dreñv an azon-mañ-azon.

4) Ar revelezh vugel eo avat a roas an dro da astenn maezienn an revelezh. Hervez Freud, e teraou ar revelezh gant ar vuhez, n’eo ket dindan furm broudadoù pe ezhommoù ganadel kentrat, hogen e stumm oberiezhoù o tennañ kentoc’h da oberiezhoù troziat an oadour, eleze oc’h engwezhiañ tachadoù korf (tachadoù erogen) nad int ket hepken an tachadoù-genel hag o vukañ d’ur blijadur (sunañ ar meud da skouer) dizalc’h diouzh embreg un arc’hwel bevedel (lakaomp an emvagañ). Komzet e vez neuze a revelezh c’henaouel, fraezhel, h.a.

Ar gudenn arlakadel a chom eo houmañ : ur wech degemeret n’eo ket ar revel direadus d’ar ganadel, pe sol zo evit adenvel revel argerzhioù nad int ket ganadel ? Ouzh ar revelezh vugel dreist-holl e sell ar goulenn-se. Div arguzenn a zegas Freud : a) dedarzhel : diouzh oberiezhoù blizek ar bugelvezh ez eskor ar revelezh oadour ha hi ganadel ; b) klinikel : elfennerezh azonoù an oadour hon dere d’an oberiezhoù blizek bugel-se, ha dre hantererezh un dafar revel anat. Koulskoude ez anzav Freud n’eo ket an div arguzenn-se a-walc’h da zezvonnañ amgant ar revelezh. Hervezañ e tleer gortoz an dezverk digant ar vevgimiezh. Er bredelfennerezh ne c’haller nemet arlakaat ez eus ur gremm revel na anavezer ket e natur, a zeskriver hepken e emdroadur hag e dreuzfurmadurioù.