br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Somme d’excitation.Erregungssumme.sum of excitation.sammad broud.

Unan eus an termenoù arveret gant Freud da aroueziñ ar barenn gementadel a ra ar goulakadur armerzhel meiz warni. An termen a lak war-raok orin ar barenn-se : ar broudadoù, diavaez ha dreist-holl diabarzh (luzadoù).

Freud a roe da gensterioù “sammad broud” ha “pegement kantaezad” ; koulskoude, pep hini eus an daou dermen a lak pouez gant un arvez disheñvel eus ar barenn gementadel. An termen “sammad broud” a gennot daou vennoz :

1) Orin ar c’hementad. Ar gremm bred a veizer evel o tont eus kentrigennoù, diabarzh dreist-holl, o werediñ dizehan, na c’haller ket o hepkoriñ dre an tec’h.

2) Ar benvegad bred zo dindan wered kentrigadurioù o lakaat en arvar dizehan e zavedelezh, a zo pennaenn an arstal.

Da dostaat eo an termen-mañ d’an hini “sammata broud” arveret gant Freud e-barzh e Entwurf einer Psychologie (1895) goude e amprestañ digant ar bevedour Sigmund Exner : ar broudadoù bred ne zeraouont amredek dre ar benvegad bred nemet pa’z eus tizhet ur barr-daspugn, ur sammatadur o reiñ dezho an dro da vont dreist un treuzoù savelet.