br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Source de la pulsion.Triebquelle.source of the instinct.andon al luzad.

Orin diabarzh spesadek eus pep luzad, a zo pe al lec’h ma sav ar broud (tachad erogen, organ, benvegad) pe an argerzh bevedel deglevet evel broud.

Daou rumm a ra Freud eus an andonioù hervez ma sell ouzh al lec’h pe ouzh an argerzh. Al lec’h : an tachadoù erogen broudet dre gentrigennoù diseurt, pe ar gahereg evel andon al luzad-gavaelañ, al lagad evel andon al luzad-gwelout (Schautrieb). An argerzh : an argerzhioù eeun evel arc’hwel an organoù spesadek, pe an andonioù ameeun evel ar “broudadur treloc’hel”, an “oberiezh kaherel”, an “argerzhioù kantaezel”, al “labour kefredel”.

Hogen, pegen liesek bennak ma ve an andonioù deskrivet, e talc’h Freud d’an termenadur a ra eus al luzad un tennder diabarzh na oufe ar bevedeg tec’hout dioutañ evel ma ra eus an tennderioù diavaez. Emañ an andon e strumm ar broudadoù a-ziabarzh (endogene Reize) ; e-se e ra Freud anezhi “andon organel” (Organquelle), “andon greudel” (somatische Quelle) ; ent resisoc’h ez eo al “lankad kreudel”-se un argerzh fizikel-kimiek, “ur broud (Reiz) a zo al luzad e leuriad e ren ar bred”, al luzad hepken o vezañ ergorenn d’ar vredoniezh. Ken spesadek e ve an andon greudel ha ma’z eo al luzad hag e bal.

Arzaelet e vez keal an andon resisaet betek reiñ d’al luzadoù spesadegezh un argerzh organel. E-se e ve intentet al luzadoù revel evel andoniet en organoù revel. Freud, koulskoude, ken abred hag an Drei Abhandlungen, a zeskrive al luzad revel o tiwanañ evel ul ledwered (Nebenwirkung), ul leddedaol (Nebenprodukt) diwar oberiezhoù anrevel diseurt : heverkañ skouer a gaver gant arc’hwelerezh an tachadoù erogen ma vez gouskoret al luzad revel gant al luzadoù-emgemmirout.