Dictionnaire de psychanalyse
Souvenir-écran. ◊ Deckerinnerung. ◊ screen-memory. ◊ eñvorad-c’holo.
Eñvorad vugelvezh heverk dre he spisted hag he endalc’hed dibouez evit doare. Ouzh he elfennañ e tegouezher gant buhezadennoù bugelvezh pouezus hag eriunelloù diemouez. Evel an azon, an eñvorad-c’holo zo ur furmadur treuzvarc’had etre an elfennoù arvoustret hag an difenn.
Ar wikefre o c’hoari amañ eo an treuzlec’hiañ evel er goustaol, el linkadenn ha, dre-vras, en azon. Ne gomprener ket an abeg eus he aspaderezh keit ma n’en klasker ket en endalc’hed arvoustret. “An eñvoradoù-golo zo en o ser n’eo ket hepken un nebeut elfennoù a bouez eus ar vuhez vugel hogen, e gwir, kement a zo a bouez enni. Gouzout e ziskoachañ dre hent an elfennerezh ne ranker ken. Ganto e vez derc’hennet bloavezhioù ankouaet ar vugeliezh ken dik ha ma vez derc’hennet dezevoù an hunvre gant an endalc’hed diskelat.”