Dictionnaire de psychanalyse
Auto-analyse. ◊ Selbstanalyse. ◊ self-analysis. ◊ emelfennerezh.
Imbourc’h war an-unan renet ar reizhiadekañ gwellañ diwar-bouez hentennoù ar bredelfennerezh : frankstrollata, elfennañ hunvreoù, dieulañ realoù, h.a.
Arlivek e voe meno Freud a-zivout an emelfennerezh. “Va emelfennerezh, ha buan e verzis pegen diziouerus e oa-eñ, a voe renet diwar ur rumm eus va hunvreoù a’m heñchas dre holl zarvoudoù va bugeliezh ; ali on bepred hiziv ez eus a-walc’h gant seurt elfennerezh evit an neb a zo hunvreer mat ha nad eo ket direol betek re.” “Pa c’houlenner ouzhin penaos dont da vezañ bredelfenner, e respontan : dre studiañ an hunvreoù an-unan.” “Diechu e chom va emelfennerezh. Bremañ ’m eus komprenet perak. Peogwir n’on nemet evit en em elfennañ dre ober gant anaoudegezhioù gounezet ent ergorel (evel un estren). Dic’hallus eo an emelfennerezh gwirion, anez ne ve ket a gleñved.” “Ar bredelfennerezh a zesker war an-unan, dre studiañ ar bersonelezh an-unan […]. Dre an hent-se ne c’haller ket mont pelloc’h eget ur pal ’zo. Kalz pelloc’h ez eer dre vezañ dindan elfennerezh gant ur bredelfenner akuit.” “Bredelfenner ebet ne c’hell mont pelloc’h eget n’en lez da vont e gemplezhioù hag e harzderioù diabarzh. Setu perak e tarvennomp ma teraoufe e remzad dre un emelfennerezh ha ma kendalc’hfe da zonaat hemañ en ur zeskiñ dre embreger gant e c’houzividi. Neb na ren ket hevelep emelfennerezh a ray gwell o paouez hep termal a brederiañ ar re glañv dre ar bredelfennerezh.”