br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Stade du miroir.Spiegelstufe.mirror’s stage.pazenn ar melezour, pazenn an drec’h.

Hervez J. Lacan, prantad en amparidigezh boud mab-den, o tegouezhout etre ar 6t hag an 18t miz kentañ : ar maban, dic’halloud c’hoazh da genurzhiañ e fiñvoù, a ragarvez unanded e gorf dre emhevelebiñ ouzh skeudenn e getpar evel furm hollel. C’hoarvezout a ra seurt unanaat dre ragarvez e-ser ar gantouezadenn ma verz ar bugel e skeudenn er melezour — e zrec’h. Setu perak e komzer a “unanaat diwar zrec’h”, “unanaat drec’hel”.

Da-geñver pazenn ar melezour e ve divrazet egin ar me. (sl. IMAGINAIRE ; MOI).