Dictionnaire de psychanalyse
Stade génital, organisation génitale. ◊ genitale Stufe, Genitalorganisation. ◊ genital stage, genital organization. ◊ pazenn c’hanadel, frammadur ganadel.
Pazenn eus an diorreadur bredrevel doareet gant frammadur al luzadoù darnel dindan hol an tachadoù ganadel ; div amzer zo ouzh he ober, etrezo an enkelvezh : ar prantad kastrel (pe frammadur ganadel bugel) hag ar frammadur ganadel ent strizh desezet da-geñver ar gaezouregezh.
Aozerion ’zo a vir an anvad frammadur ganadel d’an eil prantad-mañ, o lakaat ar prantad kastrel e-touez ar frammadurioù rakganadel.
Emdroadur mennozioù Freud en degasas da dostaat bepred muioc’h ar revelezh vugel d’ar revelezh oadour. Start eo chomet avat gantañ ar mennoz ez eo gant ar frammadur ganadel kaezoureg e teu al luzadoù darnel da unanaat hervez un urzhaz da vat, hag ar bliz en tachadoù erogen anganadel da vezañ “prientus” d’an oriadell. Pouezet en deus ivez war an devoud ez eo doareet ar frammadur ganadel bugel gant un disklot etre an darvennoù edipel hag an amziorreadur bevedel.