br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Stade libidinal.Libidostufe, Libidophase.libidinal stage, libidinal phase.pazenn libidinel.

Tennad eus diorreadur ar bugel didermenet gant an doare ma’z eo frammet al libido dindan hol un tachad erogen ha gant trec’hded ur mod darempred ouzh ergerc’henn.

Arlakadenn ar pazennoù en em stummas a-nebeudoù e meiz Freud. E 1896-1897, en e lizheroù da. W. Fliess, e keveneb diouzh un tu prantadoù anvet “darvoudvezhioù” (Ereigniszeiten) ma c’hoarvez ar senennoù revel (kentsenenn, filenadur) ha, diouzh an tu all, an “arvoustrvezhioù” (Verdrängungszeiten). E 1897, e teu anat da Freud al liamm eus kenheuilh an amzervezhioù-se ouzh desez ha dilez “tachadoù revel” pe “tachadoù erogen” resis (rannbarzhioù ar fraezh, genou-gargadenn, an ellig). E 1905, e-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie, e keveneb ar revelezh kaezoureg hag oadour frammet dindan hol ar c’hanadelezh diouzh un tu ha, diouzh an tu all, ar revelezh vugel ma’z eus lies pal revel ha lies tachad erogen, hep meneg a hol a-berzh unan war ar re all. Etre 1913 ha 1923 e tiwan keal ar pazennoù rakganadel : genaouel, fraezhel, kastrel, doareet gant ur mod frammadur eus ar vuhez revel dindan hol un tachad erogen — hemañ avat soliet war ur rizh oberiezh o ren e pep live eus an darempred ouzh ergerc’henn ; da skouer, er bazenn c’henaouel, doareet gant ar gougorfañ, e kaver eriunelloù genaouel en oberiezhoù estreget re ar genou (anv a reer a “selloù marlonk”).

Merkomp ez eus bet arlakaet linennoù emdroadur ouzhpenn linennad ar pazennoù libidinel :

1) Freud e-unan a reas keal eus ur c’henheuilh amzerel evit a sell ar modoù diraez an ergerc’henn, ar gouzrec’h o tremen lerc’h-ouzh-lerc’h dre an enerotegezh, an narkisegezh, an debarzh heñvelreviat hag an debarzh arallreviat.

2) Un durc’hadur all a lak e penn-kont an emdroadur o tisoc’hañ gant trec’h pennaenn an dra war bennaenn ar bliz.

3) Aozerion all a gemer da amkan-daveiñ furmidigezh ar me, eleze diforc’hadur ar me diouzh ar bed diavaez, ampelladur ar boziañ, mestroni geñverel war ar c’hentrigadoù luzadel, h.a.