br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Stade oral.orale Stufe, orale Phase.oral stage.pazenn c’henaouel.

Pazenn gentañ en emdroadur al libido : ganti emañ ar bliz revel a-zalc’h dreist-holl ouzh ar broudadur, da-geñver ar boueta, eus kavenn ar genou hag an divweuz. Oberiezh an emvagañ a bourchas an euladoù arbennik a vez drezo eztaolet ha frammet an darempred ouzh ergerc’henn ; da skouer, an darempred karantez ouzh ar vamm a vo doareet gant an euladoù : debriñ, bezañ debret.

K. Abraham en deus kinniget irsrannañ ar bazenn-se hervez div oberiezh disheñvel : sunañ (pazenn c’henaouel kentrat) ha dantañ (pazenn c’henaouel-sadek).

An oberiezh chugelliñ eo he deus roet tro da Freud da ziskouez penaos al luzad revel, o kavout boz da gentañ e gouskor un arc’hwel beved, a zeu da vezañ emren ha da ziraez boziañ ent enerotek. A-du-rall, ur buhezad genaouel eo ar buhezad boziañ a zo pimpatrom glenadur ar c’hoant ouzh un ergerc’henn. Goulakaat a c’haller enta e vo diwar neuze merk ar buhezad-se war bep c’hoant ha pep boziadur.

O teskrivañ evel pazenn gentañ ar revelezh ar bazenn c’henaouel pe ganibalek — an andon o vezañ an tachad genaouel, an ergerc’henn o vezañ e diazalc’h strizh hini ar boueta, ar pal o vezañ ar gougorfañ — e lakaas Freud pouez gant ur mod darempred, ar gougorfañ ; hag, e gwir, en eriunelloù bugel, n’emañ ket ar gougorfañ a-zalc’h ouzh oberiezh ar genou hepken, met treuzlakaet e vez war arc’hwelioù all (analat, gwelout, da skouer).