Dictionnaire de psychanalyse
Stade phallique. ◊ phallische Stufe, phallische Phase. ◊ phallic stage, phallic phase. ◊ pazenn gastrel.
Pazenn eus frammadur bugelvezhel al libido o tont war-lerc’h ar pazennoù genaouel ha fraezhel, merket gant unanadur al luzadoù darnel dindan hol an organoù-genel ; hogen, e kemm ouzh frammadur ganadel ar gaezouregezh, ar bugel, paotr pe blac’h, ne anavez er bazenn-mañ nemet un organ-genel, an organ gourev, ha kevatal eo kevenebiezh ar revioù d’ar gevenebiezh kastrel-spazhet.
Klotañ a ra ar bazenn gastrel gant uspoent ha diskar kemplezh Edip ; sourus eo enni kemplezh ar spazhadur.
E berr, e c’haller brastresañ ar bazenn gastrel hervez Freud evel-henn :
1) Ent dedarzhel, ar c’houblad keveneboù oberiadezh-gouzañvadezh, sourus er bazenn fraezhel, a lez al lec’h gant ar c’houblad kastrel-spazhet ; hemañ, d’ar gaezouregezh, a vo amsavet gant ar gevenebiezh gourevelezh-benevelezh.
2) E-keñver kemplezh Edip, he deus ar bazenn gastrel ur roll a bouez ; amplegad da ziskar kemplezh Edip eo gourdrouz ar spazhañ, hemañ o tennañ e nerzh eus deur ar paotr ouzh e galc’h, eus dizoloadenn he diouer a galc’h gant ar plac’h.
3) Ur frammadur kastrel zo gant ar plac’h. Stadañ diforc’h ar revioù a enaou enni gourvenn ar c’halc’h ha, da heul, gorial ouzh ar vamm n’he deus ket roet ar c’halc’h dezhi, ha debarzh an tad da ergerc’henn garantez — pa c’hell-eñ reiñ ar c’halc’h pe e gevatal argelel, ar bugel. Evit Freud, n’he devez ket ar plac’hig anaoudegezh eus he gouin.
Sl. COMPLEXE DE CASTRATION ; ENVIE DU PÉNIS ; PHALLUS.