Dictionnaire de psychanalyse
Stade sadique-anal. ◊ sadistisch-anale Stufe, sadistisch-anale Phase. ◊ anal-sadistic stage. ◊ pazenn fraezhel-sadek, pazenn sadek-fraezhel.
Eil pazenn eus emdroadur al libido, hervez Freud, a c’haller amzeriadañ etre daou ha pevar bloaz ; merket eo gant ur frammadur eus al libido dindan hol an tachad erogen fraezhel ; intret eo an darempred ouzh ergerc’henn gant euladoù a-zalc’h ouzh arc’hwel ar c’hac’hout (ezvountañ-azderc’hel) hag ouzh argelegezh ar c’haoc’h. Er bazenn-se e sour ar sadomazoc’hegezh a-geñver gant diorreadur ar vestroni war ar gahereg.
E 1924, e kinnigas K. Abraham diforc’hiñ daou brantad er bazenn fraezhel-sadek dre zigemmañ e pep kedrann anezhi daou rizh ersaviñ kevenep e-keñver an ergerc’henn. Er prantad kentañ ez eo stag an erotegezh fraezhel ouzh ar goulloiñ, al luzad sadek ouzh distruj an ergerc’henn ; en eil prantad, an erotegezh fraezhel zo stag ouzh an azderc’hel hag al luzad sadek ouzh ar reoliñ perc’hennus. Evit Abraham, etre an daou brantad emañ ar vevenn etre an argizañ neurozel hag an argizañ psikozel.
Er bazenn fraezhel, ez eus un argelegezh reiñ ha nakat a-zalc’h ouzh an oberiezh kac’hout. En diarsell-se en deus Freud lakaet war wel ar c’hevatalder argelel : kaoc’h = prof = arc’hant.