Dictionnaire de psychanalyse
Stade sadique-oral. ◊ oral-sadistische Stufe, oral-sadistische Phase. ◊ oral-sadistic stage. ◊ pazenn c’henaouel-sadek, pazenn sadek-genaouel.
Eil amzer eus ar bazenn c’henaouel hervez an isrannadur degaset gant K. Abraham ; merket eo gant kresk an dent hag an oberiezh dantañ. Ar gougorfañ zo dezhañ eno ster un distruj eus an ergerc’henn, pezh a empleg e krog an amluskegezh da anadiñ en darempred ouzh ergerc’henn.
Er bazenn c’henaouel, e lak K. Abraham kemm etre ur bazenn gentrat, a sunañ, ragamluskek, hag ur bazenn c’henaouel-sadek o klotañ gant dinod an dent ; an oberiezh dantañ ha plaouiañ a empleg distruj an ergerc’henn hag anadiñ a ra an amluskegezh luzadel (libido hag argadusted troet ouzh an un ergerc’henn).
Evit Melanie Klein, o nagenniñ ar c’hemm graet gant Abraham etre ur bazenn c’henaouel a sunañ hag ur bazenn c’henaouel a zantañ, ez eo ar bazenn c’henaouel en he fezh ur bazenn c’henaouel-sadek.