br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Subconscient, subconscience.Unterbewusste, Unterbewusstsein.subconscious, subconsciousness.isemouez, isemouezañ.

Termen arveret er vredoniezh da aroueziñ pezh a zo pe nebeut emouez (gouemouez) pe dindan dreuzoù an emouezañ gweredel pe zoken diziraez dezhañ (danemouez). Boaziet gant Freud en e skridoù kentañ evel kenster da ziemouez, e voe dilezet dizale en askont eus e forc’hellegezh.

“Mar darvez da unan komz a isemouezañ, n’ouzon ket hag e intent a ra er ster lunegorel : un dra bennak oc’h emgavout en ene a-is d’an emouezañ, pe er ster doareadel : un emouezañ all, dindandouar koulz lavarout.”

An termen “diemouez” hepken, dre an nac’h a zo ennañ, zo azas da verkañ an disrann lunegorel etre daou zomani eus ar bred, hag an diforc’h doareadel etre an argerzhioù o werediñ e pep hini.

Sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE) ; INCONSCIENT ; PRÉCONSCIENT ; TOPIQUE.